àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 26 a viz Gwengolo 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas

 

 

Nec'het eo ar c'hevredigezhioù a labour evit an deskadurezh e brezhoneg gant Anne Genetet

Dibab Anne Genetet er post Ministrez an Deskadurezh Stad n'eo ket evit plijout d'an holl. Sabatuet eo kevredigezhioù Diwan, Div yezh, Divaskell, Kevre Breizh ha Kelennomp gant ar c'heloù-mañ, rak ouzhpenn kaout nebeud-tre a skiant prenet war deskadurezh e oa savet hi a-enep al lezenn Molac. Muioc'h a ditouroù gant Ronan Kerbiked eus Kelennomp.

 

 

Sinet he deus Bruz live 1 ar garta Ya d'ar brezhoneg

Bruz a zo pevare kumun Il-ha-Gwilen a fed annezidi gant 20 000 a dud; ha klask a ra lakaat war wel hor yezh er vuhez foran. Resevet en deus digwener tremenet ar barrez label 1 ar garta Ya d’ar Brezhoneg. Ur bazenn arouezhus eo evit reiñ un heklev da labour ar c'hevredigezhioù lec'hel, dreist-holl Div Yezh ha Bruzhoneg. Selaouomp diouzhtu Mael Doujet deus Div Yezh Bruz.

 

Ar pennadoù-kaoz zo da selaou AMAÑ

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- Gervel a ra Frañs hag ar Stadoù-Unanet d'un harz tennañ teir sizhun e bro Liban

- 13 ministr eus gouarnamant Barnier d'an nebeutañ o deus votet a-enep gwirioù an dud lgdte+ hag ar maouezed

- Barnet e oa dec'h c'hwec'h den yaouank o doa taget ur festival enep-faskour e Sant-Brieg warlene

- 303 jeoglif nevez a zo bet diskoachet a-drugarez d'an naouegezh artifisel e Nazca

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio