àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - Merc'her 25 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - Merc'her 25 a viz Gwengolo

Pistriet, entoksekaet,  eo bet merc'hed gant an ensteudoù histaliñ Essure, an implant koñtraseptif. An itron Splann a displeg deomp perak eo bet gwerzhet an ensteudoù-mañ tra ma lod a oare dija e oant dañjerus, ha perak ar sistem evezhiañ Bro-C'hall n'en deus ket graet e labour. Teknik : Tomaz Laken

Ul labour fonnus e vez graet bep miz gant Laouen Nikolaz,a ra war-dro ar gelaouenn Rouzig, ur gelaouenn gouestlet d'ar vugale etre 3 ha 6 bloaz. Muioc'h dre bellgomz gant Enora Molac.

Saig Jestin, anvet "medisin ar c'hleuzioù"en deus c'hoant lakaat war-well pegen talvoudus eo ar c'hleuzioù. Displeget a ra an traoù ouzh mikro Yann Boishardy.

Keleier ar vro hag ar bed : Metig Jakez-Vargas

Teknik : Gweltaz Heno

Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boisardy

 

 

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio