Hunvreoù c'hwek a raio skolajidi.adezed Skolaj Diwan Kemper
Setu un huñvre deuet da wir ! Ugent vloaz zo e oa Skolaj Diwan Jakez Riou e Kemper o klask ul lec'h padus evit staliañ hunva ar skolajiadezed hag ar skolajidi. Abaoe an distro-skol e c'hell an dud yaouank hag ar skipailh kasourezed ha kasourien a ambroug anezho kousket c'hwek ha dinec'h, nebell eus ar skolaj. Goude un toullad mizvezhioù labour stank eo deuet Ehpad kozh ar Brug e Kemper da vezañ hunva nevez ar skolaj. Ha gwelloc'h c'hoazh, gouestlet e vo ar savadur a-bezh d'ar brezhoneg ! Digwener da noz e oa lid digeriñ ar raktres nevez-se, anvet Kroashent Kerne. Selaouomp da gentañ Erwan ar Berr, rener Skolaj Diwan Kemper.
Klevet ho peus ur reportaj gant Metig Jakez-Vargas. Hag ouzhpenn skolajiadezed ha skolajidi Diwan e tegemero ar savadur ti ar Burg ur sammad kevredigezhioù a labour tro-dro d'ar brezhoneg. En o zouez Ti ar Vro Kemper, Kevre Breizh, dielloù KEAV, pe c'hoazh reoù kreizenn ar geriaouiñ. Ur vagouri e brezhoneg a c'hellfe digeriñ el lec'h-se ivez.