Keleier ar vro d'ar Gwener 20 a viz Gwengolo 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Anton Burel
Ankeniet eo gopridi Diwan gant stad an arc’hant gant Diwan
Embannet eo bet nevez zo eo 500 000 euro e rank ar rouedad skolioù e brezhoneg kavout evit mont beket fin ar bloaz mañ. A hend all emañ en danjer da chom hep gellou paeañ ar gopridi ken… 187 den zo gopret e anv Diwan, en o zouez kalzig a implijidi melestradurel hag animatourien zo o c’hefridi ober war dro ar vugale war ar bemdez. Evit poent e c’hall mont ar gevredigezh beket fin miz Here met war lerc’h ? Kinnig a ra implidi Diwan un nebeut hentoù a c’hallfe skoazell ar rouedad da derc’hel : reiñ yalc’hadoù publik a ya gant c’hwezhadur ar prizioù, lakaat da baeañ an holl gêrioù da baeañ ar forfed skol, goulenn embregerezhioù ar vro da reiñ ur skoazell ha d’an neb a gar ar brezhoneg reiñ arc’hant d’ar gevredigezh. Stennet eo gopridi Diwan da geñver an distro skol mañ. Selaouomp, diouzhtu, Aurélie Coum zo dileuriadez CGT…
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard
Peseurt diorren e broioù ar c'hob ?
Trouz ‘zo gant Scot broioù ar C’hob, lec’h ma kaver Karaez, Rostrenn, Gourin ha Kastelnez ar Faou. Votet eo bet dec’h gant an dilennidi an dokumant-se, da lâret eo ur steuñv a diskwell an hentad diorren a vo kemeret en ugent ‘loaz da dont gant ur c’holiktivite bennak. Da skwer : pet hektarad a douaroù a vo implijet da sevel tiezh, hentoù pe labouradegoù, peseurt strategiez a vo divizet da geñver ar produiñ energiezh hag ar c’hleuzioù… Kement-mañ ‘oa ba kreiz an tabutoù dec’h ‘ba Gourin...
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe
Gallout a rit selaou ar reportajoù AMAÑ
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Disoc'hoù ar gwalldaol israelian e Liban
- Emgannoù e Palestina ac'hubet
- Daou Ganak lazhet e meuriad Sant Loeiz e Kanaky
- Tourioù avel nevez e bae Sant-Brieg
- Krogadoù melldroad an dibenn sizhun