àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel Em Fenn - 23 a viz Gwengolo

Avel Em Fenn - 23 a viz Gwengolo

   Essure, un embregerezh a broduiñ ensteudoù histaliñ - implant koñtraseptif - a oare e oa noazus-tre e ensteudoù evit yec'hed ar merc'hed. Koulskoude, en deus heuliet an embregerezh kinnig seurt ensteudoù. Klevet e vez testeni merc'hed eus Breizh o deus stourmet evit o yec'hed hag enep Essure. Al lodenn gentañ eus enklask media dizalc'h  Splann. Teknik : Tomaz Laken ha Metig Jakez-Vergas.

   Entanet gant ar c'hleuzioù eo Saig Jestin abaoe e vugaleaj. Staliet e Pouldouran, e bro Dreger, en doa divizet krouiñ Skol ar C'hleuzioù. Displegañ a ra petra eo pal ar skol-mañ ouzh mikro Yann Boishardy.

   Florent Grouin, eus Brezhoweb, diwar-benn An Istor livet, ur c'houlzad gouestlet d'ar re o doa graet istor Breizh, evel an hini vrudetañ, Anna Vreizh.

   Keleier ar vro hag ar bed : Gwenvael Delanoe

   Teknik : Gweltaz Heno

   Buheziñ Avel Em Fenn : Yann Boishardy

  

 

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio