àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Avel em Fenn - Gwener 20 a viz Gwenholoñ

Avel em Fenn - Gwener 20 a viz Gwenholoñ

White Oak Standing a zo anv un triad sonerezh folk-pop & neo-klassik ag ar vro mañ, get testennoù ar varzhez Blue Ink Ditty. Douget eo get Stefanie Theobald ha Mara Devaux àr ar c'han hag ar piano, àr sonerezh Jonathan Dour (violoñ & gourrebed). Ur bed klok kevrinus ha dic'hortoz a vez degaset get ar sonerion.ezed. Muioc'h da glevout get Jonathan Dour e penn kommañs an abadenn-mañ.

 

"Kerzh" a zo anv diskouezhadeg an arzourez Anna Graham. Hi 'zo an hani pedet en abadenn ar sizhun-mañ. An diskouezhadeg 'zo da welet en Ailleurs Café b'An Alre beteg fin miz Gouel-Mikel (Here). Aterset e oa bet get Enora Molac ha Yann Boishardy.

 

Adkavit ivez kronikenn edito skiantel Loeiz Belleg.

 

 

Keleier ar vro & ar bed: Gwenvael Delanoe dre-eeun ag RKB (Rostrenn).

Avel em Fenn: buheziñ ha teknik get Enora Molac dre-eeun ag RBG (Pondi).

passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio