àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'al Lun 16 a viz Gwengolo 2024

Embannet eo an abadenn geleier gant Erwan Blanchard

- Sistem publik yec'hed: Bec'h zo etre prefed Aodoù-an-Arvor hag an dilennidi Treger

N’eo ket achu an enkadenn etre prefed Aodoù an Arvor ha tiez-kêr ar vro. M’ho peus soñj mat, ‘kerz ar mizvezhioù tremenet, c’hwec’h maer ha hanterkant ‘neunt kemeret un « dekred », un « arrêté », da rediañ ar Stad da reiñ ar peadra da gaat servijoù yec’hed efedus er vro. Trenket eo ar soubenn etre ar prefed hag an dilennidi, kement ha m’eo bet kaset an afer dirag ar justis. Digwener e oa bet roet ur diviz kentañ gant lezvarn melestradurel Roazhon. Astennet eo bet ar bras eus « dekredoù » ar vaered, met n’eo ket evit-se eo achu o stourm. Hiroc’h displeget gant Gwenvael Delanoe.

- Tolkien 'ba Plistin!

Dec’h, war marc’had Plistin, e oa bet gwelet tud gwisket gant dilhad dreistordinal. Elfezed, ur bobl o tont eus bed ar faltazi, a oa deuet da werzhañ plasoù un abadenn a vo dalc’het gant Cecile Corbel, da vare un darvoud gouestlet penn-da-benn da levrioù JR R Tolkien : ur c'hendalc'h a vo dalc’het e Plistin d’an 28 ha 29 a viz Gwengolo.  Abadennoù a-bop seurt a vo, hag evel-just, e vo lakaet war-wel kalz ar re a blij dezhe gwiskañ dilhad tudennoù o levrioù muiañ-karet. Aline Aupy zo en o zouez. Gwenvael Delanoe zo bet o toullañ kaoz ganti pa oa o wriat dilhad elfed gant hez mignonezed eus kevredigezh «War douaroù an Unan », hag a aoz an darvoud.

 

Gallout a rit selaou ar reportajoù amañ

 

Hag ouzhpenn er c'heleier:

- Manifestadegoù evit souten Gisele Pelicot

- Eizh repuad beuzet e-maez da Nord-Pas-De-Calais

- Adalek hudu e vo kontrollet an harzhoù gant Bro-Alamagn

- Eil trec'h gant maouezed Brest Breizh Hand e Champion's League: 34-22 ouzh Budcunost Podgorica.

- War Raok Gwengamp zo 'ba plas kentañ ouzh renkadur Lig 2 melldroad paotred.

 

 

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio