àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Yaou 12 a viz Gwengolo 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Metig Jakez-Vargas.

 

 

Diaezamañtoù arc’hant 'zo gant lise Diwan Karaez...

Un toull bras ‘zo e kef al lise, peadra d’ober cheñchamantoù a-bouez en distro-skol-mañ a-benn espern arc’hant, ha reizhañ ar c’hontoù. Hiroc’h diouzhtu gant Gregory Moign, rener lise Diwan Karaez, a oa bet aterset gant Gwenvael Delanoe.

 

 

80 bloaz dieubidigezh Breizh eus bec'h an nazied zo lidet ar bloaz mañ…

Ur prantad zo bet mil a bouez 'ba istor ar vro hag ar bed sur deoc'h. 'Ba Plouvihan, 'kichen Plabenneg 'oa bet savet un un nebeut bloavezhioù zo un diskouezadeg en diavaez evit lakaat war wel an darvoudoù 'oa c'hoarvezet 'bar barrez eus Bro-Leon etre ar 7 hag an 9 a viz Eost 1944. Eizh panell gant poltredoù ha displegadennoù an darvoudoù kriz a ya d'ober "Hent ar peoc'h". René Montfort, istorour anezhañ, 'noa dastumet poltredoù ha diazezet e labour war levr Louis Bothorel. Hennezh 'noa bet tro da diskrivañ an tri devezh spontus o doa bet tud Plouvihan da anduriñ goude ma vefe bet lazhet ur soudard alaman gant ur rezistant FFI. René Montfort zo gant Erwan Blanchard.

 

 

Ha da glevet ivez er c'heleier :

- An diviz skinwel kentañ a oa bet dimeurzh da noz er Stadoù-Unanet etre Kamala Harris ha Donald Trump

- Rankout a raio an embregerezh Nestle Waters paeañ daou vilion a euroioù a dell gastiz e Frañs

- Daou pik seiz milion a diegezhioù a c'hortoz bevañ en ul lojeiz sokial

- Coop Breizh a vo lakaet dindan adreizh barnerezhel

- 48 milion a euroioù a vo gouestlet da reneveziñ ospital Kemper

- Nebeutoc'h a vezhin glas 'zo bet en hañv-mañ e Breizh

 

 

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio