Keleier ar vro d'ar Merc'her 11 a viz Gwengolo 2024
Kinniget gant Gwenvael Delanoe.
Kleor. Ul leor, da glevet.
Ma ‘n’emaoc’h ket en ho aes gant lenn levrioù en brezhoneg, moarvat e plijo dac’h raktres nevez savet, hag embannet, gant Perynn Bleunvenn ha Mael Tepod. « Ar Vastardez », un istor ‘bet skrivet gant Yann-Vadezour Lagadeg, ‘zo bet lennet a vouez uhel hag enrollet. Mael Tepod ‘zo bet o tisplegañ deomp perak ‘oa deuet ar mennoz-se.
Milvet niverenn kelaouenn Ya!
Embannet e oa bet milvet niverenn ar gelaouenn Ya, ar sizhuniek nemetañ e brezhoneg, e-pad an hañv. Lañset e oa bet e 2005 gant an ti Embann Keit Vimp bev, e Laz. 1300 a dud a zo koumanantet hiziv an deiz, e pep korn eus ar vro, ha pa vefe e stumm baper pe e stumm niverel. Un digarez evit distreiñ war ar gelaouenn-mañ gant Nikolaz Gourvenneg, kenurzhier ar gazetenn abaoe tri bloaz.
Da glevet ivez :
- Gerlad Darmanin a c'hallfe bezañ sikouret ar PSG da chom hep paeañ milionoù a euroioù a dlee d'ar Stad
- Biken n'eus ket bet kement eus ar gaz metan en aer
- Kresk a raio ar sammad a dour-tan implijet ar bloaz-mañ
- Eizh embregerez 'zo aet 'barzh kapital Brittany Ferries