àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 10 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 10 a viz Gwengolo 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Anton Burel ar beure mañ.

 

Koulzad nevez Ofis Publik ar Brezhoneg

 

Aï an distro-skol evit an dud deuet ivez. Ofis Publik ar Brezhoneg a zo o paouez reiñ lañs d’ur c’houlzad nevez evit diorren ar brezhoneg ha lakaat an dud deuet da zeskiñ hor yezh. Hervez sontadeg TMO Rannvro 2018 ur milion pemp kant mil a vretoned a blijfe dezho adperc’hennañ ho yezh ha deskiñ brezhoneg. Setu ar c’houlzad-mañ a vo skignet ba’ daou c’hant mil strollegezh pe vije ar Rannvro, an departamantoù, an tolpad kerioù hag ar c’humunioù. Ispisial eo ar bloaz-mañ peogwir ez eus bet savet un benveg all tri miz zo evit deskiñ brezhoneg, ar savenn emzeskiñ desketa ! Selaouomp Fulup Jakez a zo rener an OPAB …

 

Ur pennad-kaoz gant Anton Burel

 

Lizher Kelaouiñ Splann

 

Evel bep miz e vo sellet ouzh ar pezh ‘zo bet lakaet war well gant ar media en linenn Splann ! Ha ar miz-mañ ‘zo kaoz eus al labour-douar, ha dreist-holl diwar-benn ar MEDIAOU gouestlet d’ar baizanted. Daoust hag-eñ int mediaoù evel ar re all ? Hiroc’h lâret dustu gant Juliette Cabaço Roger, a-berz Splann !.

 

Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier

- Poent war ar brezel etre Russia hag Ukraina

- Ar brezel etre strolladoù broadelour palestinad ha Stad Israel

- Cheñchamantoù a vo e bodad-seveniñ ar muiañ niver e KRB

- Open Tennis Roazhon

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio