àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 6 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 6 a viz Gwengolo 2024

Kinniget gant Gwenvael Delanoe.

Total 'neus kuzhet un dokumant a lâre pegen fall eo kalite an aer e St Nazer

Sed aze an enklask nevez a vo dispaket gant Splann bremaik ! Ar wech-mañ eo aet skipailh Splann da Sant Nazer ha Donez, kalon industriezh ar vro evit studiañ saotradur an aer di. Blam da galite fall kenañ an aer eo an niver a dud tapet gant ar c’hrign-bev e kêr Sant-Nazer hag e-tro war droioù uhel tre. Koulskoude servijoù ar stad n’o deus graet peadra evit gwareziñ tud ar vro, ha n'eo ket bet embannet gant Total pegen fall 'oa saotradur an aer.

 

Diwan lakaet diaes-tre a-fed arc'hant

500 000 euro evit gellout mont betek fin ar bloaz ! Lakaet eo diaes kontoù rouedad Diwan. Un enkadenn arc’hant ‘vel ‘neus ket bet pell ‘zo. Lakaet eo rouedad Diwan diaes 'blam da gudennoù a fed framm : ur bern dispignoù ‘neunt ar skolioù, skolajoù ha liseoù ha dre se n’hallont ket, atav, resteurel o dle d’ar rouedad

 

Michel Barnier lakaet da gentañ ministr

Graet 'zo bet e choaz gant Emmanuel Macron, ur politikour kozh eus an tu dehoù a vo e penn ar gouarnamant. Ar c'homiser european -bet Michel Barnier 'zo bet dibabet, ha n'eo ket savet eneptañ ar Rassemblement National. Peadra da fuloriñ an tu kleiz, a oa digouezhet er renk kentañ en dilennadegoù tremenet.

 

Manifestadeg da souten difennerien ospital Karaez

Ur c'hant bennag a dud, en o zouez ar gannadez Melanie Thomin, a oa en em vodet dirak komiserdi Kemper ar mintin-mañ, evit souten daou implijad eus ospital Karaez, unan anezhe o vezañ ivez eilmaer war ar sportoù e Karaez ; ha Paul Cozig, maer Roudoualeg ha seitek-vloaz ha tri-ugent anezhañ. Tamallet zo dezhe, evel da zilennidi ha dilennadezed all eus Kreiz Breizh abretoc'h 'pad hañv, da vezañ bet feuls ha da vezañ bac'het renerez an ARS ha renerien CHU Brest-Karaez e miz Gwengolo 2023 e-kerzh un emvod e ARS Kemper.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio