àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Galvet eo dilennidi Kreiz Breizh ur wech ouzhpenn er c'homiserdi e afer ARS Kemper

Galvet eo dilennidi Kreiz Breizh ur wech ouzhpenn er c'homiserdi e afer ARS Kemper

Ur c'hant bennak a dud, en o zouez ar gannadez Melanie Thomin, a oa en em vodet dirak komiserdi Kemper ar mintin-mañ, evit souten daou implijad eus ospital Karaez, unan anezhe o vezañ ivez eilmaer war ar sportoù e Karaez ; ha Paul Cozic, maer Roudoualleg ha seitek-vloaz ha tri-ugent anezhañ.

Tamallet zo dezhe, evel da zilennidi ha dilennadezed all eus Kreiz Breizh abretoc'h 'pad hañv, da vezañ bet feuls ha da vezañ bac'het pe « séquestret » renerez an ARS ha renerien CHU Brest-Karaez e miz Gwengolo 2023 e-kerzh un emvod e ARS Kemper. Ar prefeti padal en doa embannet ne oa bet tamm feulster ebet d'an devezh-se. Ouzhpenn ugent den, sindikalourien, implijidi an ospital ha dilennidi, a zo bet galvet dirak ar polis dija abaoe miz Mae en afer-se. Marie-Antoinette Kilierou, eilmaerez e Karaez, a oa ouzh mikro Metig Jakez-Vargas.

 

 

Hag ouzhpenn 300 a dud a oa en em vodet en derc'hent e Roudoualeg evit harpañ o vaer. Disklêriet en deus breutaer an damallidi ne oa ket Paul Cozic an hini nemetañ bet galvet gant ar polis daoust ma ne oa ket e Kemper pa oa bet dalc'het an ARS gant ar vanifesterien warlene.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio