àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 3 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 3 a viz Gwengolo 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard ar beure mañ.

En danjer emañ Paul Watson (Sea Shepherd) bout kaset da Vro-Japan

En toull-bac’h Groenland emañ c’hoazh Paul Watson, ha goaret e vo bremaik ma vo kaset da Japon pe ma vo dieubet. Penn-bras ar gevredigezh Sea Shepherd, hag a zifenn al loened er mor, a a oa bet harzet e fin miz Gouere gant polis Danemark, peogwir oa bet lakaet e anv war listennadoù Interpol, da heul oberennoù bet graet gantañ e 2010. D’ar poent-se e oa bet o talañ doc’h pesketa ar balumed gant bagoù stalioù eus Japon. Peadra ‘oa bet da lakaat da fuloriñ pennoù bras Bro-Japon, ‘neus goulennet gant servijoù justis Bro-Danmark e vefe kaset ar stourmer ekologour, da vezañ barnet, ha moarvat, toull-bac’het e Japan. ‘Pezh na vefe ket reizh, hervez Bleuenn, a zo ezelez eus Sea Shepherd Breizh. Emañ gant Gwenvael Delanoe.

 

Gant un enkadenn demokratel emañ Republik Bro-C'hall

Daou viz goude dilennadegoù ar gannaded n’eus ministr kentañ ebet e penn gouarnamant Bro-C'hall… Erruet ez oa bet e plas kentañ Talbenn nevez ar bobl en dilennadegoù… Met n’en deus ket gellet kaout ar strollad ar muiañniver er breujoù gant 193 kannad hepken. Kinniget eo bet, memestra, anv Lucie Castet evit mont da vinistrez kentañ get an dalbenn... Met Emmanuel Macron, prezidant Bro C’hall, 'neus nac'haet envel anezhi evit poent. Ha diskleriaet en doa e vefe un « harz-politikel» e-pad ar c’hoarioù olimpel… Evit poent e chom ar gouarnamant war zilez gant an aferioù « ordin » neuze. Met n’eo ket gwall zemokratel ar jeu politikel er mare-mañ eme dTudi Kernalegenn a zo arbenniket war ar sokio-politikerezh. Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan.

Ar reportajoù zo da selaou amañ

 

Da glevout ouzhpenn er c'heleier:

- Kristian Tein zo bet dilennet prezidant an FLNKS e Kanaki.

- Roet eo an aotre da broduiñ tredan gant an EPR zo e Flamanville

- Harzh-labour a oa en Izrael dec'h evit goulenn groñs gant Netanyahu sinañ un harzh-an-tan gant an Hamas.

- Maer Roudoualleg zo galvet gant ar polis da geñver ar stourm evit Ospital Karaez.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio