àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 2 a viz Gwengolo 2024

Keleier ar vro d'al Lun 2 a viz Gwengolo 2024

Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.

 

Echu eo ar vakañsoù hañv

Hiziv eo an distro skol ! Daouzek milion a skolidi e Frañs a gemer hent ar skol ar mintin-mañ. Ul lun dreist-ordinal vo evit skolidi ’zo… Dreist-holl evit ar re a dremen d’ur skol d’ar skolaj, pe d’ur skolaj d’ar lise. Armand oa e Skol Diwan Baod betek-hen. E c’hwec'hvet klas e vo ar bloaz-mañ e skolaj-lise Diwan Gwened. Un bazenn bras eo evitañ hag evit e vignoned ! Met ne gendalc'ho ket holl mignoned ar paotrig unnek vloaz gant ar brezhoneg...selaouomp anezhañ.

Un atersadenn gant Yuna Kojan

 

Festival ar Roue Arzhur

Graet he deus berzh ar gouel : 60 000 a festivalerien ha festivalourezed oa deuet e bro Roazhon evit 3 devezh sonadegoù. A bep seurt stiloù sonerezh disheñvel a zo bet klevet deus Rap Hamza da sonerezh elektro Lost Frequencies met ivez sonerezh pop Mika ha sonadeg diwezhañ Shaka Ponk e Breizh. El leurenn King Dôme e veze klevet sonerezh deus ar vro ivez. Aet e oa Anton Burel da atersiñ Gwenael Kere, kaner er strollad Ramoneurs de Menhirs. Met selaouomp da gentañ Youenn Roue ha Tangi Oillo deus ar strollad Startijenn, kontañ a reont deomp hiroc’h war al leurenn nevez ar C’hing Dom. 

 

 

Ar reportajoù a zo da selaou amañ

 

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier:

- Harz-labour bras avo e Israel hiziv evit bountañ ar gouarnamant da gavout un emglev gant an Hamas

- Harz-labour a vo er Stadoù-Unanet hiziv el letioù

- En em gavet eo an tu dehoù pellañ e penn an dilennadegoù rannvro Alaman e Thuringe

- Bernard Cazeneuve ha Xavier Bertrand a vo klevet gant Macron hiziv

- Kadarnaet he deus an Unesco talvoudegezh an anvioù lec'h brezhonek

- Ur sell war ar sport

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio