Keleier ar vro d'ar Gwener 23 a viz Eost 2024
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Kudennoù ar SDIS 22 da heul kudennoù an ospitalioù en Aodoù an Arvor
Lakaomp ar gaoz war ar yec’hed, ha doc’h al labour a gouezh war chouk ar bomperien, da heul an diouer a dud ‘zo o labourat en ospitalioù. ‘Han da displegañ deoc’h dustu : pa vez serret an urjañsoù en un ospital bennak, mod-pe-vod, o deus ezhomm an dud gloazet pe klañv bezañ kaset d’un ospital all, pelloc’h. Neketa ? Ha gant piv vezont kaset beket an urjañsoù neuze ? Gant ar Sdis, alies. Da lâret eo gant Servij ar bomperien ‘zo arc’hantet gant an departamantoù. Lâret en ur mod all : nebeutoc’h a arc’hant plantet gant ar Stad en ospitalioù lec’hel ar vro a dalv... muioc’h a arc’hant hag amzer dispignet gant pomperien an departamant. Hiroc’h lâret gant Christian Coail, prezidant kuzul departamant Aodoù an Arvor an ‘ni eo.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe
Digabestr ur strollad a ganerezed yaouank ?
War leurenn Festival Komborn, e Bro-Roazhon, 'vo Digabestr ! Ar strollad Kan-ha-Diskan en deus graet kalz a hent abaoe al lise Diwan e Karaez… Ya, kar du-hont e oa bet savet ar strollad evit ar wech kentañ ! Bremañ e vez gwelet Digabestr e pep leurenn ar vro, deus an Erer Kozh betek emvod ar gelted. Ar strollad a vod Aziliz Laudrin ha Gurvan ar Meur, ar sonerezed, Koulm Puillandre hag Ambre Thieme, ar c’hanerezed. Daoust hag emaint skuizh get ar skeudenn da ziskouezh Digabestr evel ur strolald « yaouank » ?
Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan
Ar c'helaouadennoù a zo da selaou amañ
Da selaou ouzhpenn er c'heleier :
- Keloù deus ar brezel e Gaza
- Lez-veur Venezuela en deus embannet trec'h ar c'hadoriad sokialour Nikolaz Maduro en dilennadegoù.
- Festival ar Roue Arzhur a zo an dibenn-sizhun-mañ e Breal Moñforzh
- Krogadoù Melldroad an dibenn-sizhun