àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Labour ar maouezed zo lakaet war wel e Gouel ar sinema e Douarnenez

Labour ar maouezed zo lakaet war wel e Gouel ar sinema e Douarnenez

Loc'het eo gouel ar sinema e Douarnenez disadorn tremenet dija. Ar bloaz-mañ e vez tro da welet prezegennoù, filmoù pe c'hoazh diskouezhadegoù a bep seurt diwar-benn bro Brazil, tem ar c'hwechvet gouel ha doau-ugent. Ouzhpenn d'ar c'hinnigoù-se e c'heller ivez dizoloiñ ar filmoù sevennet e Breizh pe liammet gant Breizh. Abaoe bloaz e vez aozet gant BCD (bretagne culture diversité) un heuliad prezegennoù diwar-benn labour ar maouezed e Breizh. Hag ur sine-prezegenn eo a zo bet diskouezhet e Douarnenez, lusket gant dielloù diskoachet gant Gwarez Filmoù Breizh. Un tem ledan-tre eo « labour ar merc'hed », met n'eo ket bet aeset kavout dielloù da skeudenniñ kement-mañ. Selaouomp Anna Kere, eus BCD. Emañ gant Metig Jakez-Vargas.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio