Keleier ar vro d'ar Yaou 22 a viz Eost
Kinniget eo an abadenn geleier gant Erwan Blanchard
Kumuniou en Aodoù-an-Arvor a c'houlenn groñs e vo savetaet ar sistem yec'hed
50 kumun e departamant Aodoù-an-arvor o deus mouezhiet un diferad-kêr evit rediañ ar Stad da lakaat e plas ur politerezh evit saveteiñ sistem ar yec’hed en Aodoù-an-Arvor, evel-se e vo ret d’ar Stad paeañ 1000 euro a gastiz bemdez da bep kumun betek ma vo diskoulmet ar mankoù a zo ba’ servij publik ar yec’hed en departamant. Evit poent eo talvoudus an diferad ba 6 kumun : Trogeri, Sant Laorañs, St Kae-Perroz, Kêrber, Logivi-Plougras ha Pederneg. E-mesk an diskoulmoù a zo bet meneget en diferad emañ degemer medisined eus Kuba. Da gentañ penn e oa bet goulennet e Gwengamp. Asantet ‘oa gant Otto Vaillant kannadour Kuba er Stad C’hall. Met kumunioù all o deus goulennet … medisined evit an ospitalioù ‘giz e Karaez ha mezeien hollek ‘giz e Goven ‘kichen Roazhon. Selaouomp diouzhtu kannadour Kuba Otto Vaillant … ouzh mikro Anton Burel.
Labour ar merc'hed zo lakaet war wel e Gouel ar sinema e Douarnenez
Loc'het eo gouel ar sinema e Douarnenez disadorn tremenet dija. Ar bloaz-mañ e vez tro da welet prezegennoù, filmoù pe c'hoazh diskouezhadegoù a bep seurt diwar-benn bro Brazil, tem ar c'hwechvet gouel ha doau-ugent. Ouzhpenn d'ar c'hinnigoù-se e c'heller ivez dizoloiñ ar filmoù sevennet e Breizh pe liammet gant Breizh. Abaoe bloaz e vez aozet gant BCD (bretagne culture diversité) un heuliad prezegennoù diwar-benn labour ar maouezed e Breizh. Hag ur sine-prezegenn eo a zo bet diskouezhet e Douarnenez, lusket gant dielloù diskoachet gant Gwarez Filmoù Breizh. Un tem ledan-tre eo « labour ar merc'hed », met n'eo ket bet aeset kavout dielloù da skeudenniñ kement-mañ. Selaouomp Anna Kere, eus BCD.
Ar reportajoù zo da selaou amañ
Da selaou ouzhpenn er c'heleier:
- Envez Vader zo dindan an tan!
- Tom Walz a zo dibabet e giz danvez bez-prezidant Stadoù Unaned
- Dibab ur ministr kentañ: warc'hoazh e vo degemeret dileuridi Talbenn nevez ar Bobl gant Macron
- Savetaet eo ti ar c'hazetennoù e Kastellin.
- Redadegoù war velo e Ploue agomnaso warc'hoazh.