àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz Eost

Keleier ar vro d'al Lun 19 a viz Eost

Kinniget eo keleier ar beure mañ gant Erwan Blanchard

 

E Katalunya e oa bet gwelet Carles Puidgemont pemzektez zo. 

Div sizhun zo e oa c’hoarvezet un dra dreistordinal en Katulanya. Distroet eo prezidant-bet parlamant katalan, Carles Puigdemont, daoust d’ar riskl bras ‘noa da vezañ harzet ha bannet en toull-bac’h. C’hoant ‘noa dont da votiñ er parlamant, seiz ‘loaz warlerc’h ma oa bet rediet da guitaat ar vro a daol-trumm, pa oa bet aozet ar vodadeg war dizalc’hiñ ar vro. Hiroc’h e vo kontet diouzhtu gant ur c’hatalan yaouank, David Llorensi, 23 bloaz anezhañ. N’eo ket ar studier nag evit nag enep dizalc’hiñ Katalunya, met a-enep ar pezh ‘noa graet gouarnamant Spagn da voustrañ an dizalc’hourien hag ar referendum en 2017. Reuz oa bet forz pegement d’ar poent-se, hag emaoc’h o vont da glevet, reuz ‘zo bet c’hoazh gant troioù-kaer Puigdemont. Emañ gant Gwenvael Delanoe.

Ar reportaj zo da selaou amañ

 

Da glevout ouzhpenn er c'heleier:

-  Komans a ra ar c'hendalc'h da envel danvez prezidant USA gant an demokrated

- Miliadoù a dud o vanifestiñ e Caracas ouzh disoc'h an dilennadegoù prezidant

- Medisined a lezih an harzh-labour 'ba India gaozen ez eus bet drouklazhet ur vedisinez yaouank

- Sant-Loup: gant kelc'h an Turball eo aet kampionad Breizh an dañsoù

- Kampionad melldroad Lig 1. Komans a ra fall gant Stad Brest. trec'het eo bet gant an OM 5 da 1.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio