àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz Eost

Keleier ar vro d'ar Merc'her 14 a viz Eost

Kinniget eo ar c'heleier ar beure mañ gant Erwan Blanchard

 

Gweladenniñ e brezhoneg kastell ar Roc'h-Ugu e Ploezal

Ul liorzh eus ar re vravañ, ur sell bamus  war ur c’hastel kozh a sko war traoñienn an Trev… O komz diwar benn kastell ar Roc’h Ugu, en Treger, evel just. Departamant Aodoù an Arvor a zo perc'henn warnañ. Ha gallout a ra an holl mont da bourmen el lec’h brav meurbet-se. Daoust ma n’eo ket bet skrivet c’hoazh an displegadennoù en brezhoneg war ar skritelloù, evit ar wech kentañ e vo posubl klevout anezhe en brezhoneg, dispaket gant Salome Rouart. Gwenvael Delanoe ‘zo bet o weladenniñ ar c’hastel asambles ganti, en Ploezal, nebell eus Pontrev.

Selaouit ar pennad-kaoz amañ

 

Ha da selaou er c'heleier:

- 20 000 devezh arat zo aet gant an tan 'ba Gres abaoe disul.

- Evit ober an heg: ministr Surentez diabarzh Izrael o pediñ e leurenn ar moeskeennoù e Jeruzalem. 

- Betek 31 derez eo an dour e mor Kreiz-Douarel!

- Moger ar vezh zo bet savet e-tal servij an trummadoù e CHU Brest.

- Kampionad Lig 1 melldroad a gomanso a benn an dibenn sizhun mañ.

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio