Keleier ar vro d’ar Meurzh 13 a viz Eost 2024
Embannet eo bet ar c‘heleier-mañ gant Anton Burel.
Diskouezadeg war ar vevliesseurted e Kastell Roc'h Ugu
Ul liorzh eus ar vravañ, ur c’hastel kozh gant ur sell bammus doc’h traoñienn an Trev… Kaoz ‘zo eus kastell Roc’h Ugu, en Treger, evel just. Perennet eo gant departamant Aodoù an Arvor, hag ez eus tu d’an holl mont da bourmen el lec’h brav meurbet-se. Daoust ma n’eo ket bet skrivet c’hoazh an displegadennoù en brezhoneg war ar skritelloù, evit ar wech kentañ ‘vo moien klevout anezhe en brezhoneg, dispaket gant Salome Rouart.
Ur pennad-kaoz gant Gwenvael Delanoe
Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :
- Keloù deus an talbenn en Ukraina
- ar Brezel etre Ahel ar Rezistañs ha Stad Israel er Reter tostañ
- Darvoudoù an devezh en Oriant da vare Emvod ar Gelted
- Disoc'hoù ar grogadoù Melldroad a vignioniezh a zo bet disadorn.
Selaouit ar reportajoù en o bezh amañ.