Larsen ha mediator 132 : Ar thrash metal
E 1980 e wele Los Angeles e gleuboù aloubet gant ul leurenn a gemere harp war dirollerezh hard rock ar bloavezhioù 70 hogen ar skeudenn a gonte muioc’h eget ar sonerezh, ar vuzisianed a oa sorc’hennet muioc’h gant ar seks hag an drammoù eget gant bezañ feal d’ar rock ‘n roll. E gomprenet ho po, emaon o komz eus an hair pe glam metal. Un dornad sonerien ne oant ket evit añdur ar barnum bras-se, savet o deus ur sonerezh az ae atav buanoc’h, atav pelloc’h, ar thrash metal !
Playlist :
- The Law : Anthem
- Discharge : Hear nothing See nothing Say nothing
- Exodus : An then there were none
- Slayer : Agressive perfector
- Slayer : Chemical Warfare
- Slayer : Angel of death
- Megadeth : Peace Sells
Levrlennadur :
- Rock and Folk hors-série Metalliques chaos
- Metal Story - Andrew O’Neill – Hachette heroes