Keleier ar vro d'ar Yaou 8 a viz Eost 2024
Kinniget eo bet ar c'heleier ar mintin-mañ gant Metig Jakez-Vargas.
40 kumun eus Aodoù-an-Arvor a dag ar Stad gant un diferiad
Ouzhpenn daou-ugent kumun en Aodoù en Arvor, dreist-holl en Bro Dreger hag en Argoad, o deus divizet strourm asambles war talbenn ar yec’hed. Start eo da dud ar vro mont d’an urjañsoù. Divizet o deus neuze maered ha maerezed ar vro tagañ ar Stad en-eeun Dre un « diferiad », « un arrêté » en galleg. Goulenn a reont groñs d’ar Stad reiñ muioc’h a zafar hag a arc’hant d’ar servijoù yec’hed war an tiriad, dre c’houlennoù resis-tre evel, da skouer, resteurel frejoù hent ar Sdis peotramant kaout un viñs-askell Smur nevez. Ha ma ne vez ket graet e labour gant ar Stad ? Goul ‘reont e vefe roet dezhe un digoll a 1000 € dre devezh chomet direspont. Ma ! Daoust-hag eñ ‘no un efed en gwirionez seurt oberenn ? Selaouet ‘vo Gael Roblin, ‘zo kuzulier en ti kêr Gwengamp, hag e penn ar mennozh-se.
Un atersadenn gant Gwenvael Delanoe
Selaouit an holl reporatjoù AZE.
Ha da glevout ivez er c'heleier :
- Muioc'h mui a armoù nukleel a vez prenet gant ar stadoù dre ar bed
- Erruet eo an arme ukrenian e Koursk, e Rusia
- Yahya Sinour eo penn bras politikel nevez an Hamas e Gaza
- Divodet eo bet ar strollad politikel pennañ e bro Tailand dec'h
- Dougen klemm a raio div gevredigezh evit an endro a-enep d'ar bezhin-glas peogwir int noazus evit ar vevliesseurted
- Mat e oa dour ar Seine daou devezh diwar dek hepken e-pad ar c'hoarioù olimpel