àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Un hentenn divyezhek yaouank lakaet en arvar e skolaj Gwengamp

Un hentenn divyezhek yaouank lakaet en arvar e skolaj Gwengamp

Ouzhpenn ur mizvezh vakañsoù a chom evit ar skolidi c’hoazh en Breizh… Met lod ‘zo dija o rak-soñjal en distro-skol : ‘ba Gwengamp, e skolaj Jacques Prévert, e vo lakaet « da gousket » an hentenn divyezhek adalek miz Gwengolo. Kentel ebet ken en brezhoneg.

Souezhet bras kerent an nebeud bugale o deus lakaet oc’h anvioù er c’hwec’hvet klas. Un ugent den bennak, tud ar skolidi ha skolaerien, a oa ‘nem vodet dirag ar skolaj dimerc’her a-benn ma vefe restaolet an hentenn. Klevet ‘vo diouzhtu Céline, ‘zo skolaerez e CE1 CE2 e skol ar yezhoù, ‘ba Pabu, ur gumun stag eus Gwengamp.

Respont ebet eus perzh ar rektordi, hervez ar gerent. Met ur c’hinnig ‘zo bet graet dezhe bopred : kas o bugale da skolaj Bear kentoc’h, lec’h ma ‘zo c’hoazh eus un hentenn divyezhek.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio