àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kejadennoù Gouelioù Kerne 2024

Kejadennoù Gouelioù Kerne 2024

Devezh kentañ Gouelioù Kerne eo hiziv e Kemper. 'Giz bep bloaz e vo festoù-noz bep noz, dibunadeg bras ar bagadoù d'ar Sul ha dilennadeg rouanez Kerne pe c'hoazh abadennoù evit ar vugale. Met prezegennoù a vo ivez ar mintin-mañ, warc'hoaz ha disadorn mintin etre 10e ha kreisteiz war temoù lies : an naouegezh artifisiel gant Mélanie Jouitteau hiziv, dilhad sonerien ar bagadoù warc'hoaz ha diwar-benn Mouez Breizh un ti embann vinyloù disadorn. Lusket e vint gant Bernez Rouz, bet kazetenner. Selaouomp anezhañ.

 

 

Setu klevet ho peus Bernez Rouz, a vo o luskañ prezegennoù an hañv e-pad gouelioù Kerne. Etre 10e ha kreisteiz e vo, hiziv, digwener ha disadorn, digoust ha digor d'an holl, e kuzul departamant Penn ar Bed, e kreiz kêr e Kemper.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio