àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d’ar Merc’her 17 a viz Gouere 2024

Keleier ar vro d’ar Merc’her 17 a viz Gouere 2024

Ar c’heleier zo bet kanniget deoc’h get Yuna Cojean.

 

Milis an arme en Oriant : klozet eo bet an afer get ar justis

Ur blez’zo oe start ar jeu e straeoù Bro C’hall a berh goude mand eo bet lahet Nahel, ur paotr yaounak flamm, get ar polis. Stourmeù, manifestadegoù ha bodadegoù oe groet e peplec’h, hag e Breizh ewe.

En Oriant oe tud’zo o doe lakaet tan e lec’hioù’zo da skouer, ar polis oe arruet aveit harzañ anezhe… Get ur strollad a vode tud an arme… Met souezhet eo bet ar polis kar ne oe ket gortozet an arme annon get ar boliserion !

Enklaskeù ar mediaeù lec’hel o doe lakaet àr wel oe strolladeù get soudarded, ur milis bodet get tud an arme. Kemeret o dehe perh e oberiadennoù’zo hep o dilhad micherel, perh zo difennet get ar lezenn. Un enklask zo bet digoret get ar lez-varn àr an afer-sen… Met hrevé ar barner n’eus klemm erbet a zo bet douget. A benn tolfin vo ket ken heuliet an afer, neus divizet ar justis dilun.

Selaaamp dorthu Gael Briand, kuzulier kêr àr afer ar milis-sen neus groet trouz en Oriant.

Un atersadenn get Yuna Kojan.

 

Selaouit an holl reportajoù AZE.

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • Taget eo bet strizhenn Gaza get an arme israelan
  • Aet eo kuit Gabriel Attal ag ar gournamant
  • Manifestadegoù vo aozet enep an tu-dehoù pellañ hag evit ar justis sokial
  • Aet eo ar maout get skipialh melldroad mouezed Bro Iwerzhon enep c’hoarierezed Bro C’hall

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio