200 a dud a oa en em vodet e ti-kêr kemper da selaou disoc'h an dilennadegoù
Ouzhpenn 200 a dud a oa en em vodet e ti-kêr Kemper dec'h da noz evit selaou embannadenn an disoc'hoù. Daou skramm bras a oa staliet en degemer, unan evit heuliañ an disoc'hoù war eeun er skinwel hag unan all evit diskouez an disoc'hoù lec'hel e pep kumun ar bastell-vro. Tri den a oa war ar renk evit an eil tro e pastell-bro Kemper met ne oa ket deuet Christelle an Henaff, danvez kannadez an RN, da rannañ ar prantad-se gant peurrest ar Gemperiz en ti-kêr. Ne oa ket bet gwellet kennebeut e lec'h ebet er vro o kabaliñ en teir 'zhun dremenet. Harperien Annaig ar Meur avat, eus Rennaissance, strollad Macron, a oa en em vodet dirak ar skrammoù ha dreist holl harperien Gregory Lebert eus strollad ar re C'hlas, a oa danvez kannad evit Talbenn ar Bobl. Gant Annaig ar Meur eo aet ar maout 'benn fin ar gont gant 39,7% eus ar mouezhioù. Ha 35,3% eus ar mouezhioù a zo aet gant an tu kleiz. Metig Jakez-Vargas a oa war al lec'h.
Aet eo ar maout neuze gant an dilennadez macronist Annaig ar Meur evit an trede gwech, a-drugarez da mouezhioù ar c'humunioù bihan. Met e kêr Kemper eo erruet Gregory Lebert e penn a-raok gant ouzhpenn 41% eus ar mouezhioù. Ha tost 25% eus ar mouezhioù evit an intron Henaff eus an tu dehoù pellañ.