àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al Lun 15 a viz Gouere 2024 da 9e

Keleier ar vro d'al Lun 15 a viz Gouere 2024 da 9e

Keleier kinniget gant Metig Jakez-Vargas.

 

Kavet zo bet un emglev etre an Erer Kozh ha kêr Garaez

Abaoe bloavezhioù zo kann etre kêr Garaez hag aozerien an Erer kozh dreist-holl war implij tachenn Kerampuilh ma vez aozet ar gouel. Erru ken stenn an darempredoù etre an daou du ma oa bet embannet gant an aozerien e c’hallfe bout kaset an Erer Kozh da lec’h all pe c’hoazh roet fin d'ar gouel. Dimerc’her ‘oa bet dalc’het un emvod ‘ba isprefeti Kastellin evit klask renkañ an enkadenn. Meur a ensavadur o doa kemeret perzh ennañ : prefeti Penn-ar-Bed, Rannvro Breizh, Kuzul departamant Penn-ar-Bed, kêr Garaez hag an Erer Kozh… Ma n’eo ket renket an traoù eo adskoulmet un doare liamm etre kêr Garaez hag an Erer Kozh. Dre se eo disammet an holl ha tud ar festival. Muioc’h a displegadennoù gant Thierry Le Ster, unan eus ar re ‘neunt krouet an Erer Kozh hag a zo ezel eus ar gevredigezh c’hoazh.

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Da selaou ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

- Klasket zo bet drouklazhañ Donald Trump disadorn e-kerzh ur meeting

- Lazhet zo bet 90 den gant an arme Israelian e Gaza evit klask tizhout ur penn bras eus rann armet an Hamas

- Milieroù a brizhonidi a vo dieubet er Rouantelezh-Unanet rak re garget eo an toulloù-barc'h

- Nac'het he deus Huguette Bello, prezidantez rannvro ar Réunion, en em ginnig evit bezañ kentañ ministrez

- Ur gerig war ar melldroad

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio