àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar gwener 5 a viz Gouere 2024

Keleier ar vro d'ar gwener 5 a viz Gouere 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

Ar sizhun dremenet e oa bet bodet tud eus 16 ti ar re gozh e Domani Menez Meur e Hañveg. Ar gevredigezh L'Ami cyclette e bro Montroulez ha ti ar re gozh Pleiber-Krist o doa aozet ur gouel evit 140 annezad ha tud war an oad a zo o chom o-unan. C'hoarioù Breizh, sonerezh, ha troioù bale evit mont da welet loened ar park a oa kinniget. Abaoe un nebeud bloavezhioù e kinnig ar gevredigezh L'Ami cyclette troioù gant triporterien d'an dud a zo dalc’het ba o c’horf. Roger ar Gov zo unan eus an dud a-youl vat en deus kemeret perzh en devezh-se. Anne ar Rouz a vo klevet ivez.

Pennad-kaoz gant Maelys Poublanc eus Arvorig FM.

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Ar feulsterioù gouennleour war-gresk e-skeud ar c'habalerezh

- Taget tier-gwer ar gevredigezh A4 e Lannuon (Association d'accueil en agriculture et artisanat)

- Manifestiñ a-enep an tu dehoù pellañ

- An arete war ar yec'hed er vro en em leda tammig-ha-tammig en 22

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio