àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'al lun 1añ a viz Gouere 2024

Keleier ar vro d'al lun 1añ a viz Gouere 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

Arriet e oa ar Rassemblement National hag e harperien e penn araok tro gentañ ar votadegoù deputeed dec’h da noz. Gant 33 % eus ar mouezhioù. Ur c’hwistad war o lerc’h, Talbenn Nevez ar Bobl, gant 28 %. Evit Ensemble, kengevredad ar prezidant, n’eus aet gantañ nemet 21 % eus ar mouezhioù. 6 % anezhe zo aet gant strollad Ar Republikaned. Ur pezh lamm zo bet graet gant strollad an tu-dehoù pellañ e-keñver votadegoù diwezhañ ar gannaded daou vloaz zo. Ouzhpenn 10 milion a dud o doa votet evit an RN hag e harperien dec’h e-kichen e oa aet 4 milion a vouezhioù gant strollad Marine Le Pen e 2022. Stank eo bet an dud o kemer perzh er votadeg-mañ. 66 % dre gant eus an dud kap da votiñ oa bet o lakaat ur bilhed er voest. N’eo ket brav rakwelout pegement a sezoù a vo gant pep tu a-benn fin ar sizhun abalamour ma vo niverus ar votadegoù a dri en eil tro. En Breizh e vo kalz a dric’hornadennoù.

 

Evel e pastell-vro Brest kreiz-kêr lakomp. Ma ‘h eo Pierre-Yves Cadalen evit Talbenn Nevez ar Bobl an hini zo erruet er plas kentañ gant 35 % eus ar mouezhioù. En eil plas e kaver Denis Kervella e anv an RN. 22 % eus an dud bet o votiñ ‘noant roet o mouezh dezhañ. Jean-Charles Larsonneur, kannad ar bastell-vro aet en-dro war ar renk war e anv, zo deuet a benn da serriñ 18 % eus ar votoù. Danvez kannad Renaissance-Ensemble, Tristan Bréhier, zo en em gavet er pevare flas gant 17 % eus ar mouezhioù. Hemañ en deus galvet da votiñ evit Jean-Charles Larsonneur en deus divizet chom war ar renk. Tri danvez kannad a vo war ar renk a-benn disul neuze : Cadalen, Kervella ha Larsonneur. Un danvez kannad eus an tu kleiz er plas kentañ en dro gentañ… An dra-se zo un dra normal awalc’h evit Glen Dissaux a zo besprezidant Brest Meurgêr e anv an Ekolojisted. Met ankeniet eo da gentañ gant an disoc’hoù war Bro-c’hall a-bezh a laka an RN e plas da c’honit an dilennadegoù.

Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

En Breizh evit ar wezh kentañ eo arriet an tu-dehoù pellañ araok ar strolladoù all e meur a lec’h. An RN zo er plas kentañ e teirvet pastell-vro ar Morbihan, hini Pondi, pell araok kandidad Ensemble. Er 6vet pastell-vro emañ ivez, kostez Gourin hag an Henbont. E pedervet pastell-vro Aodoù-an-Arvor ivez, hini Gwengamp-Rostrenn. En 8vet pastell-vro Penn ar Bed, hini Kemperle, Konkerne ha Skaer. Hag e pedervet pastell-vro Il-ha-Gwilen, hini Redon/Baen-Veur. Paol Molag, depute pastell-vro Ploermael, zo arriet er penn araok gant tost da 36 % eus ar mouezhioù dirak an RN. Denez Marchand, besprezidant departamant Il-ha-Gwilen en devoa komzet deomp ba ti ar re C’hlas e Roazhon eus an disoc’hoù en departamant ha kostez Ploermael.

Pennad-kaoz gant Anton Burel

 

Ouzhpenn Mickael Bouloux, un den all zo bet dilennet kerkent hag an dro gentañ e Breizh. Andy Kerbrat an hini eo, war ar renk evit Talbenn Nevez ar Bobl en eilvet pastell-vro Liger-Atlantel.

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Kerzhadeg en enor da Nahel e Nanterre

- Ur post Atsem lamet e skol divyezhek Jacquard Brest

- Ur skipailh polotenn Vask er c'hevezadegoù etrebroadel

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio