Ur sell war lizher-kelaouiñ Splann - miz Even 2024
War digarez hom emgav miziek gant tud Splann e vo lakaet ar gaoz herie war an tu-dehoù pellañ a c'hallfe arriout er galloud e Frañs. Testenioù zo bet serret gant ar media enklask diwar ar sacherien-evezh bet aterset e-skeud an enklaskoù graet gant Splann. Goulennet ez eus bet digante petra a cheñchfe evite ma tegouezhfe d'ar Rassemblement National tapout kaout ur gouarnamant eus an tu-dehoù pellañ.
Koumanantit da lizher-kelaouiñ miziek ar media enklask dizalc'h war lec'hienn internet Splann!
Gant Juliette Cabaço Roger
(poltred gant Splann!)