àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Merc'her 26 a viz Even 2024

Keleier ar vro d'ar Merc'her 26 a viz Even 2024

Kanaked ar CCAT kaset d'an toull-bac'h da Frañs

Distroet eo ar ganaked war ar straedoù ! Goude m’eo bet divizet kas pennoù bras ar CCAT Unvezh kenurzhiañ an obererezhioù en harlu da vro c’hall eo krog ar stourm en-dro. Miliadoù a ganaked a zo war an hentoù o stankañ anezho pe distruj kirri ar polis hag archerdioù gant an tan. N’eo ket bet ken tenn ha feulz an traoù abaoe daou ugent vloaz pa oa tost ar stad a vrezel etre ar stad hag an drevidien deus un tu hag ar ganaked deus an tu all. Unnek den en holl zo bet toullbac’het en o mesk Christian Tein mouezh aotreet ar CCAT a zo bet kaset da brizon Mulhouse, Frederique Muliava renerez Kabined prezidant Kaledonia nevez a zo bet kaset da doull-bac’h Riom chouk en Auvergne ha Brenda Wanobo kargadez a gehentiñ ar CCAT a zo bet kaset e prizon Dijon. Anton Burel zo aet da atersiñ Valérie Kervella ur vignonez dezhi he deus bevet er meuriadoù e Kanaky.

 

Ul levrig familh brezhoneg-galleg a c'haller kaout e Pondi

Abaoe miz Ebrel zo erru paperioù melestradurel ispisial e kêr Bondi… Bremañ eo posubl kaout ul levrig familh e brezhoneg hag e galleg ! Karaez e oa ar gêr kentañ da ginnig levrigoù familh e brezhoneg. Ul labour treiñ bras a zo bet groet get Ofis publik ar brezhoneg. Pemp kouplad dimezet e Pondi o deus bet o levrig divyezheg dija ! Met n’eo ket groet expres kaer evit ar vrezhonegerion… Faot a ra d’an ti-kêr ha d’an OPAB kinnig ar levraoueg familh divyezheg d’an holl… Ar pal a zo reiñ ar levrig e brezhoneg d’an holl dud ! Selaomp Ronan Postic a labour evit an Ofis e Gwened. Emañ gant Yuna Kojan.

 

Gallout a rit selaou ar pennadoù-kaoz amañ

 

Ha da selaou ouzhpenn ar c'heleier:

- Ar jotad skorn en Antarctik zo o teuziñ buanoc'h buanañ.

- Gwarezet e vo ur bloaz ouzhpenn an Ukreniz repuet gant Unvaniezh Europa.

- Gouenelouriezh: ul lizher gourc'hemennoù zo bet kaset d'ar c'hazetenner Karim Missouli.

- Klasadoù 31 bugel e 6 vet klas e skolaj ar C'hastell e Montroulez.

- Nann d'ar vag Shtandard e gouelioù ar bigi e Brest.

 

Embannet eo bet ar c'heleier gant Erwan Blanchard

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio