àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dilennadegoù ar gannaded : petra eo un "tric'horn" ?

Dilennadegoù ar gannaded : petra eo un "tric'horn" ?

Dilennadegoù ar gannaded a zo é tonet ha ret vo dilenn tud àr ar renk aveit ar pemp kant ha seiteik ha tri ugent a blaseù a zo er breujoù gall. Razh an dud àr ar renk o deus lakaet o anv en isprefetioù en un doare ofisiel a-houde disul.

An dud a ya da votiñ aveit pastell-broioù, amañ ema an diferañs bras get dilennadegeù ar prezidant.

Daou dro a zo ewe e dilennadegoù ar gannaded… Met ma vez dastumet get un den àr ar renk muioc’h ag hanter kant dre gant ag ar mouehieù àr an holl tud emskrivet eo dilennet dorthu adal an dro geutañ !

Ar blez-mañ vo dreist-ordinal an dilennadegoù ha displann vo disoc’h da geñver daou vil daou àrn ugent… Kar muioc’h a driangulaire, tric’hornoù vehe ar wech-mañ. Muioc’h a ziplegadennoù get Gael Simon, kenlabour strollad LIOT er breujoù.

Hrevé Gael Simon vo muioc’h a dud o votiñ ar blez-mañ kar eh eus muioc’h a brokurasion aveit 2022.

 

Un atersadenn get Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio