Ar Republikaned, tostaet ouzh mennozhioù an RN ?
Evit esa miret e blasoù deputeed er Vodadenn Vroadel en deus ranket strollad Ar Republikaned skoulmañ emglevioù e c’hwec’hkorn ar Frañs gant strollad muiañniver ar prezidant. Rasket int bet o daou gant an tu dehoù pellañ e votadegoù europa ha gourdrouz zo warne bremañ abalamour d’an tu kleiz a zo deuet a-benn d’en em unaniñ dindan banniel Talbenn Nevez ar Bobl. Treut eo bet disoc’hoù ar Republikaned d’an 9 a viz Even : war-dro 7 %. Ha bet eo hejet mat goude ma vije bet divodet ar Vodadenn Vroadel gant Manuel Makron abalamour d’e brezidant Eric Ciotti. Divizet en deus hennezh, e unan penn kazimant, ober aliañs gant ar Rassemblement National. En Aodoù-an-Arvor en deus bet an dra-se un efed war ar gont kandidated a vo war ar renk. Eno ne vo nemet daou gandidad LR diwar 5 pastell-vro. Hiroc’h gant Herve Gellou, maer Plufur ha prezidant ar Republikaned en departamant.
Pennad-kaoz gant Tomaz Laken