àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d’ar Yaou 20 a viz Even 2024

Keleier ar vro d’ar Yaou 20 a viz Even 2024

Ar c’heleier zo bet kinniget deoc’h get Yuna Kojan

 

Dilennadegoù ar gannaded : petra eo an « tric’horn » ?

Dilennadegoù ar gannaded a zo é tonet e Bro C’hall… Ar suhun a za vo ret dilenn tud àr ar renk aveit ar pemp kant ha seiteik ha tri ugent a blaseù a zo er breujoù gall. Razh an dud àr ar renk o deus lakaet o anv er prefetioù en un doare ofisiel disul.

An dud a ya da votiñ aveit pastell-broioù, amañ ema an diferañs bras get dilennadegeù ar prezidant.

E Breizh eh eus eih pastell-vro ha tregont.

Daou dro a zo ewe e dilennadegoù ar gannaded… Met ma vez dastumet get un den àr ar renk muioc’h ag hanter kant dre gant ag ar mouehieù àr rah an dud emskrivet eo dilennet dorthu adal an dro geutañ !

Ar blez-mañ vo dreist-ordinal an dilennadegoù ha displann vo an disoc’h da geñver daou vil daou àrn ugent… Kar muioc’h a driangulaire, tric’hornoù vehe ar wech-mañ.

Muioc’h a ziplegadennoù get Gael Simon, kenlabour strollad LIOT er breujoù.

Un atersadenn get Yuna Kojan

 

Peseurt dazont zo get skolaj Diwan zo staliet e Relecq-Kerhuon, e-tal da Vrest ?

E penn kentañ ar blez mañ ‘neus divizet Kuzul departamant Penn-ar-Bed nac’haa kenderc’hel get ar gonvanssion zo gant kêr ar Relecq… Ar gonvansion a selle da verañ ar savadurioù m’emañ ar skolaj Diwan ennañ. Da gentañ e embanna ar C’huzul departamant emañ maez lezenn ar gonvanssion. Deucheut un ensavadur lec’hel da arc’hantiñ ur skolaj prevez e-dan gevrad gant ar Stad. Labourioù bras da reneveziñ ar savadurioù zo d’ober. Piv ‘neus da baeañ anezho ?… Hag e c’hallehe ‘rahe ar skolaj bout didoenn e miz Gwengolo ? Selaouomp displegadennoù Noël Kariou zo rener skol Diwan ar Relecq. ‘Benn digwener ‘vo Mael de Calan, prezidant Kuzul Departamant Penn-ar-Bed, er Relecq-Kerhuon evit daremprediñ tud ha renerezh Diwan. Spi ‘zo ur seurt‘vo sklaeroc’h dazont ar skolaj a degemeray daou gant deg a tri ugen a skolidi ‘benn miz Gwengolo.

Un atersadenn get Erwan Blanchard

 

Ar pennadoù kaoz zo da selaou AZE.

 

 

Da selaou en ouzhpenn er frapad keleier-mañ :

  • 80 strolald a gas Bro C’hall dirag ar justis
  • Kazetennerion a stroumma evit Frankiz ar mediaoù enep an tu dehoù pellañ
  • Un troc’h tredan bras oa e Bro Ecuador
  • Ema ret digreskiñ an abadennoù gaz a efed ti gwer evit 2050

 

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio