àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An etnologiezh e-kreiz an devezh EAC aozet gant BCD e Gwengamp

An etnologiezh e-kreiz an devezh EAC aozet gant BCD e Gwengamp

E Gwengamp dilun e oa bet aozet evit an deirvet gwezh un devezh diwar tem an EAC gant ar gevredigezh Bretagne Culture Diversité. An « Deskadurezh arzel ha sevenadurel » oa bet lañset gant ar Stad a-benn kinnig d’an holl skolidi un hentad arzel ha sevenadurel a-hed o deskadurezh. Amañ e Breizh eo an EAC un digarez pemdeziek da zegas sevenadurioù ha yezhoù ar vro betek ar yaouankizoù, er skol pe e-maez ar skol. Pal devezh dilun a oa lakaat war wel an etnologiezh evel benveg da implijout a-benn mont war dachenn ar glad bev e stern an EAC. Just a-walc’h e oa bet degemeret an dud en INSEAC, bet digoret e Gwengamp e prizon kozh ar gêr e 2021. Reportaj e Skol-uhel broadel an deskadurezh arzel ha sevenadurel. Hiroc'h gant Nikolas Amaury en karg eus ar stummañ hag eus ar buheziñ e BCD a oa o terc’hen stur an devezh met ivez gant Erwan ar Rouz eus Ti ar vro Kemperle ha Laure Alart a zo o labourat evit Bro Kornôg kreiz Breizh.

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio