àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Meurzh 18 a viz Even 2024

Keleier ar vro d'ar Meurzh 18 a viz Even 2024

Keleier embannet ar beure-mañ gant Tomaz Laquaine

 

Divodañ : douetañs e kamp ar prezidant ?

Souezhet e oa bet ur bochad deputeed ha stourmerien eus Renaissance, strollad politikel ar gouarnamant, gant diviz Manuel Makron da zivodañ ar Vodadenn Vroadel. Holl zeputeed Ar Republik war vale n’emaint ket a-du gant ar prezidant. Joël Giraud lakomp, kannad en Alpoù-Uhel, en deus disklêriet e c’hoant da baouez gant ar politikerezh abalamour ma ne faot ket dezhañ labourat dindan ur c’hengouarn ingalet etre tu ar prezidant hag an tu dehoù pellañ, hini ar Rassemblement National. Estonet eo bet Gwilhom Aofred ivez, prezidant ar strollad Renaissance er Mor-Bihan ha kuzulier-kêr e Gwened. Met hervezañ e oa ret da brezidant Bro-c’hall kemer un diviz da heul disoc’hoù an dilennadegoù european. Pennad-kaoz gant Yuna Kojan

 

Bec'h war al legumaj a-gaoz d'an amzer lous

An amzer n’eo ket diouzh ar c’hentañ abaoe penn kentañ an nevez-amzer, sur dac’h ! Mizer o deus ul lodenn eus ar beizanted da c’honit legumaj. Ober a ra glô met yen eo war un dro. Erik Rivoalen zo legumajer ba Lopre, ur gumun a zo chouk da Blabenneg. Muioc’h a zisplegadennoù gantañ.

Pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Tribun gant ar sokial-demokrated a-enep Talbenn Nevez ar Bobl

- Diverket ar stourmerien vreizhek e-skeud dasparzh ar pastelloù-bro

- Manifestadegoù a-enep an tu dehoù pellañ

- Skolaj Diwan ar Releg en arvar ?

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio