àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Divodañ ar breujoù : "ur riskl evit an demokratelezh" hervez Paul Molac

Divodañ ar breujoù : "ur riskl evit an demokratelezh" hervez Paul Molac

Peseurt dazont ‘vehe, bremañ, goude ma oe bet divodet ar breujoù...

Emmanuel Macron, prezidant Bro C’hall, en deus disklêriet  goude disoc’hoù an dilennadegoù european e vo skarzhet an holl kannaded ag ar parlamant gall…

An tu dehoù pellañ, strollad an RN, 'zo arruet e penn keutañ an dilennadegoù european get ouzhpenn tregont dregant a vouezhieù...

Aozet vo, neuzen, dilennadegoù an deputeed arall d’an 30 ha d’ar 7 a viz Even.

Ral bras eo seurt divizieù e istoer ar pemvet republik… Jacques Chirac noe divodet ewe ar breujoù e mil nav c’hant seitek ha pouar ugent, daou vlez goude e zilennadeg. Ar pal oe dezhoñ kreñvaat e c’halloud er parlamant… Ar c’hontrol oe arruet, kar muioc’h a azezoù oe gouniyeut get an tu kleiz, Lionnel Jospin oe dilennet èl ministr keutañ.

Ar breujeù divodet a sinifia ema ehanet ar lezennoù oe studiet eno… Hag ema achu mandat an holl kannaded. Selaouomp Paul Molac, oe kannad hag e ali àr diviz Emmanuel Macron.

Paul Molac en deus disklêriet vo àr ar renk ewe en-dro.

 

Un atersadenn get Yuna Kojan

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio