Boneur, unan eus ar c'humunioù 'neunt lakaet LFI hag an tu kleiz e plas kentañ
‘Ba Boneur eo an tu kleiz ‘neus bet ar muiañ a vouezhioù disul da geñver an dilennadegoù Europa. Al listenn LFI oa kaset gant Manon Aubry zo bet lakaet e plas kentañ gant 22,12 % eus ar mouezhioù… Raphael Glucksmann ha listenn PS/ Place Publique en em gav en trede plas gant 14,4 % eus ar votoù. Koulskoude, ‘bar bras eus ar c’humunioù ‘ba Menez Are ha ‘ba kreiz Breizh eo ar strollad eus an tu dehou pellañ, Rassemblement National, ‘noa rastellet ar muiañ a vouezhioù. Ha ‘ba Boneur eo 20 ,19 % eus an dud ‘neunt roet o mouezh d’an RN. Penaos displegañ ar vot ‘bar barrez vihan zo ‘ba Menez Are… Un nebeut displegadennoù gant Gerard Gwen zo bet eil maer Boneur. Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.