àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'ar Gwener 7 a viz Even 2024

Keleier ar vro d'ar Gwener 7 a viz Even 2024

Ar strollad komunour o kaballiñ evit an dilennadegoù european

 

Dilennadegoù Europa a vo dalc’het ‘benn disul. En holl, ‘ba Frañs, eo 3078 danvez depute european a vo war ar renk. War 38 listenn eo e kinnigont o anv. Disul noz eo 81 depute european a vo dibabet e live Bro-C’hall evit mont da sezañ ‘pad 5 bloaz ‘ba Parlamant Europa gant 705 kannad all. Lanset e oa ar prantad kaballiñ ofisiel d’ar 27 a viz Mae. Taran Mareg ‘zo war ar renk war al listenn zo renet gant Leon Deffontaines e anv ar PCF. Displeget en deus da Erwan Blanchard penaos eo tremenet ar prantad kaballiñ ha da gentañ perak ‘neus lakaet e anv ‘ban dilennadegoù Europa.

 

Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard

 

Ar flammenn Olimpel a dremen e Bro Ereg

 

Ar c’hoarioù Olimpel a vo e Pariz etre ar 26 a viz gouere hag an 11 a viz Eost. Da c’hortoz e tremen ar flammenn olimpel e Bro C’hall a-bezh ! Dec’h e oa tremenet ar flammenn e Bro Gwened ! Al loc’hañ oa en Oriant, tremenet eo e Pondi e-raok erruout e Gwened. Hentad ar flammenn olimpel zo un hengoun evit ar c’hoarioù. An tan oa lakaet war an dorchenn e Olimpi, e Bro C'hres. Douget eo an dorchenn gant sportourion ha sportourezed, pe tud barrek war ar sport. Alies eo un enor evit ar sportourien ha sportourezed. Laure Manaudou oa an dougerez kentañ. An neuñverez he deus goune’et teir veladenn er c’hoarioù olimpel. Reolennoù strizh a zo tro dro d’ar flammenn olimpel… Ar pal eo eskemm an dorchenn etre ar rederion betag ur seurt plad pe kaoter

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan


Gallout a rit selaou ar reportajoù amañ

 

Da selaou ouzhpenn er c'heleier:

- Lid an D-Day e Normandi

- Nijerez hemolc'h Mirage 2000-5 a vo profet da Ukraina

- Difennet eo an Alkool e Kermesoù Roazhon

 

Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio