àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Dilennadegoù european : gwir ar repuidi e Europa

Dilennadegoù european : gwir ar repuidi e Europa

Distreiñ a ra sujed an enbroadeg e pep dilennadegoù… War an tabutoù er mediaoù, e programmoù an dud war ar renk vez lakaet atav war an daol alioù a bep seurt. Perzh a zo gwir ivez evit an dilennadegoù european o tont.

Met a-dreñv ar sujed-se ez eus meur a strollad pe kevredigezh a labour kalz evit skoazellañ an divroidi er vro. Utopia 56 pe Solidarité Exilés Henbont da skouer a ro sikour d’an dud dre gentelioù e galleg pe sikourioù melestradurel.

An enbroadeg ha gwirioù an divroidi a zo ur sujed a-bouez bras e Unvaniezh Europa. E 2022 oa tost d’ur vilion a c’houlennoù repu, pe droit d’asile, en UE.

Met aon o deus ar strolladoù a sikour ar repuidi eus an emglevioù nevez a zo etre broioù ‘zo… Da skouer, etre Bro Italie ha Bro Alabanie, evit dilec’hiañ ar goulennoù repu… Muioc’h a ziplegadennoù get Kristian ar Meut eus ar gevredigezh Solidarité Exilés Henbont. Hervezoc’h e ya an traoù war fallat da geñver an doare da zegemer an divroidi e Unavniezh Europa.

 

Un atersadenn get Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio