Reolennoù strizh a zo tro dro d’ar flammenn olimpel
Ar c’hoarioù Olimpel a vo e Pariz etre ar 26 a viz gouere hag an 11 a viz Eost. Da c’hortoz e tremen ar flammenn olimpel e Bro C’hall a-bezh ! Hiziv (dec’h) eo/ e oa tremenet ar flammenn e Bro Gwened ! Al loc’hañ oa en Oriant, tremennet eo e Pondi e-raok arruiñ e Gwened.
Hentad ar falmmenn olimpel zo un hengoun evit ar c’hoarioù. An tan oa lakaet war an dorchenn e Olimpie, e Bro C'hres.
Douget eo an dorchenn gant sportourion ha sportourezed, pe tud barreg war ar sport. Alies eo un enor aveit ar sportourion ha sportourezed. Laure Manaudou oe an dougerez kentañ. An neuñverez he deus gouniyeut teir meladenn er c’hoarioù olimpel. Naonteg sportour ha sportourez o deus douget ar flammenn e Pondi, èl Ludovic Lemoigne, iskrimour paralimpel. E Penn ar Bed vo ar flammenn ar sizhun a za.
Reolennoù strizh a zo tro dro d’ar flammenn olimpel… Ar pal eo eskemm an dorchenn etre ar rederion betag ur seurt plad pe kaoter.
Displegadennoù gant Yuna Kojan.