àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Evit ma vevo hor yezhoù...cheñchomp ar Vonreizh !

Evit ma vevo hor yezhoù...cheñchomp ar Vonreizh !

Diwar ar ger-stur-se e oa bet bodadegoù e 50 lec’h disheñvel, e meur a vro eus ar Stad-c’hall, e fin ar sizhun dremenet.

Daoust d’al lezenn Molag, bet votet e 2021, e talc’h ar Stad da stoc’hañ kement taol-lañs a vez klasket reiñ d’ar yezhoù-bro. Diniver eo ar skoilhoù lakaet war o hent : sinoù diakritek, implij ar yezhoù en ensavadurioù publik pe c’hoazh amzer da zont ar re-se war dachenn an deskadurezh.

Faot a rafe neuze d’ar stroll Pour que vivent nos langues gonit ur surentez lezennel evit ar yezhoù-bro o tegas cheñchamant e lezenn-veur ar Frañs. En Breizh zo meur a gevredigezh o kas an troc’h « evit ma vevo hor yezhoù » : Diwan, Divyezh, Divaskell, Kelennomp ha Kevre Breizh. E daouzek kêr e oa bet manifestet en hom bro deiz a-raok dec’h. Troc'hadoù-kaoz gant Morgane Lefebvre hag Eujen Goater.

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laken ha Yuna Kojan

 

 

 

 

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio