1000 den o vanifestin a-enep ar bizhin glas e Kap Kozh
Ar bizhin glas 'noa bodet tro-dro 2000 den d'ar sul 18 a viz Gwengolo 'ba Fouen. Met daou vil, rannet e 2 strollad distag mat ! Deus an tu, an ekologourien. Deus an tu all, al labourerien douar, sikouret gant an artisaned hag ar batroned. Dre vras e oant ken niverus deus ar bep tu deus an draezhenn 'ba Kap Kozh.
E kreiz an afer, 'vel just, 'zo ar sell war an doare da broduiñ ar boued. Peseurt labour-douar kaout e Breizh ? Cheñch pe get ? Aze 'mañ an dalc'h.
Ha daoust hag-eñ 'vefe an ekologourien a-enep ar baisanted ? Ar respont gant Edouard Morvan, Ginette, Marie Josée Alanot hag Herri ar Borgne.
Fotoioù : ar vanifesterien war an draezhenn goloet gant ar bizhin glas, er C'hap Kozh. A-raok 'n doa kinniget Jean Kergrist un abadennig fentus diwar benn ar pennoù bras hag ar bizhin glas (fotoioù AG)