àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Bec’h war an anvioù-lec’hioù brezhonek, prezegenn e Gwened

Bec’h war an anvioù-lec’hioù brezhonek, prezegenn e Gwened

Bec’h war an anvioù-lec’hioù brezhonek : prezegenn e TAV Bro Gwened disadorn

Aozet eo gant daouzek kevredigezh sevenadurel. Abalamour d’al lezenn « 3DS », bet votet e 2022, e rank ar parrezioù envel ha niverenniñ hentoù ha kêriadennoù o c’humun. Evit ar c’humunioù bihanoc’h evit 2000 a annezidi eo lakaet an termen d’ar 1añ a viz Even 2024. Unan eus palioù al lezenn zo aezetaat labour al livrerien, ar fakteurien hag ar sikourio Met e meur a lec’h eo bet graet an traoù diwar-goust an anvioù-lec’hioù brezhonek orin, diwar atiz ar Post alies… Abaoe 2019 koulskoude, diwar youl Ofis Publik ar Brezhoneg ha Rannvro Breizh, e vez broudet ar c’humunioù da viret ha da wareziñ ar glad-se ha d’ober gant ar brezhoneg ar muiañ posubl ha gant elfennoù istorel lec’hel pa vez krouet anvioù nevez gante. Ha bezañ zo ostilhoù da sikour hen ober, evel al levr-heñchañ bet graet e 2020 gant Bro Brest sikouret gant an Ofis. Herve Gwegen a gemero ar gaoz en anv Ofis Publik ar Brezhoneg disadorn goude kreisteiz. Hiroc’h gantañ war efedoù al lezenn « 3DS ».

 

Nevez zo he deus ar gevredigezh Koun Breizh disklêriet e oa mallus lakaat anvioù-lec’hioù brezhonek Breizh war renabl an UNESCO abalamour ma oa gourdrouz warne a-gaoz d’al lezenn « 3DS ».

 

Pennad-kaoz gant Tomaz Laquaine

 

 

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio