àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Kentañ saloñs al levrioù e Bear a vo e-pad fin ar sizhun !

Kentañ saloñs al levrioù e Bear a vo e-pad fin ar sizhun !

Un darvoud aozet gant Kevredigezh sevenadurel ar Gwir Salver ha Kêr Bear, e Bro Dreger. Un digarez d’en em gavout gant tud eus bed al levrioù pe c’hoazh da gaout dedioù digant skrivagnerien ha skrivagnerezed. Abadennoù ha c’hoarioù war-dro d’al levrioù a vo ivez, evit ar re yaouankañ hag evit ar familhoù. An traoù a dremeno e kloastr abati ar Gwir Salver e Bear. Ar « gouent » evel ma vez lâret gant an dud eno. Loeiz Grall zo e-mesk ar skrivagnerien c’hallek bet pedet da zont d’ar saloñs. E 2022 e oa aet priz kêr Garaez gantañ evit e romant Le nageur d’Aral.

Gouel levrioù Bear a vo disadorn goude kreisteiz ha disul e-pad an deiz... Libr ha digoust da vont e-barzh !

 

Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laquaine

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio