àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An tu dehoù pellañ e Breizh : Ar stourm enep ideologiezh an tu dehoù pellañ (3/3)

An tu dehoù pellañ e Breizh : Ar stourm enep ideologiezh an tu dehoù pellañ (3/3)

Erru eo fin hon heuliadenn diàr-benn an tu dehoù pellañ e Breizh. Ar sizhun-mañ ho poa tro da glevout un den enep-faskour diwar-benn ar strolladoù faskour e Gwened… Selaouet peus ivez Erwan Chartier war strategiezh an tu dehoù pellañ gall e Breizh.

 

Hiziv vo roet ar gaoz da Anne Koadig, eus strollad Solidaire. He sindikad a gemer perzh e « Front Commun 22 ». Ar strollad-se a vod ur bochad sindikadoù, kevredigezhioù ha strolladoù politikel eus Aodoù an Arvor. Savet eo bet an talbenn holek evit stourm enep feulsterioù hag ideologiezh an tu dehoù pellañ hag evit chom hep laoskañ ar plas dezho er straedoù. Ur vanifestadeg enep an tu dehoù pellañ oa aozet e miz du ar bloaz paseet gant an talbenn. Ouzhpenn mil pemp kant a dud a oa o vanifestiñ e Sant-Brieg.

Abalamour da brezegennoù an tu dehoù pellañ vez klevet muioc’h muiañ er gevredigezh e kred bezañ kreñfoc’h krenvañ ar strolldoù faskour er vro...Taget eo bet ar lec’h hag an dud eus ar gevredigezh La Serre gant faskourion ar bloaz paseet. Selaoomp Anne Koadig diouzhtu.

 

Un atersadenn get Yuna Kojan.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio