àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

An tu dehoù pellañ e Breizh : Ar strollad faskour e Gwened (1/3)

An tu dehoù pellañ e Breizh : Ar strollad faskour e Gwened (1/3)

Ar sizhun-mañ e kinnigeomp deoc’h da selaou un heuliadenn diwar-benn an tu dehoù pellañ e Breizh. Strolladoù lec’hel pe strolladoù politikel a glask kemer ur plas e Breizh, ur vro kentoc’h a tu greiz pe a gleiz. Strategiezhioù disheñwel vez graet gant ar faskourion evit desachañ tud ha lakaat war wel o ideologiezh faskour. Peseurt strategiezh, peseurt liammoù o deus ar strolladoù etreze, penaos a glask strolladoù’zo stourm enep ar faskourion… Setu frapad kentañ hon heuliadenn hiziv.

 

An Tour Tan, ur strollad faskour staliet e Bro Gwened, a implija kalz ar rouedadoù sokial hag an identelez Breizh evit peurlipaat ho skeudenn… Atalieroù pe kentelioù e brezhoneg, pourmenadennoù, prantadaù skritellañ…

Met liammoù’zo etre an Tour Tan ha strolladoù politikel an tu dehoù pellañ, implijout a reont burev Reconquête evit o emvodoù da skouer.

Muioc’h a zisplegadennoù gant un den eus ar strollad enepfaskour e Bro Gwened. Cheñchet hon eus e vouezh kar e fell dezho chom diskret evit gwareziñ anezhe hag o familhoù. Unan eus ar strolald enep-faskourion oa skoet e straedoù Gwened.

War ar fotoioù lakaet gant an Tour Tan er rouedadoù sokial ne vez ket gwelet ur bochad tud… Met daoust ma klask ar strollad-se kaout ur skeudenn brav ha yaouank e vez manifestet gete gant strolladoù faskour all spontus… e Pariz da skouer, gant ar GUD, « Groupe Union Défense », brudet evit bout ur strolald gouennelour ha feuls.

Un atersadenn savet gant Yuna Kojan.

 

 

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio