àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Keleier ar vro d'an 29 a viz Mae 2024

Keleier ar vro d'an 29 a viz Mae 2024

Keleier embannet gant Anton Burel

 

An Tu-dehoù pellañ e Breizh gant Erwan Chartier 

 

Ar sizhun-mañ e kinnigomp deoc’h selaou atersadennoù diwar-benn an tu dehoù pellañ e Breizh. Hiziv e vo lakaet war wel strolladoù an tu dehoù pellañ gall a implij Breizh evit brudañ o ideologiezh faskour… Ha peseurt strategiezh vez lakaet e pleustr gante er vro. Erwan Chartier neus skrivet ur levr anvet « Callac de Bretagne, ou les obsessions de l’extrême droite française ». Ar levr-se zo bet embannet goude ma oa savet feulsterioù ha manifestadegoù gant an tu dehoù pellañ e Kallag enep ur raktres degemer divroidi evit lakaat buhez en dro er bourk. Gourdrouzet eo bet Erwan Chartier, penn redaktour, hag e gazetenn, Le Poher. Komz a ra Erwan Chartier ganomp deus ar startegiezh savet get an tu dehoù pellañ vez implijet e lec’hioù arall, e Sant Brewenn da skouer… plantet e oa bet tan ha distrujet oa ti an aotrou maer, bloaz ’zo. Selaouomp ar c’hazetenner diouzhtu, diwar-benn « metodologiezh Kallag »...

 

Ur pennad-kaoz gant Yuna Kojan

 

Saloñs al levrioù e Bear 

 

Kentañ saloñs al levrioù e Bear a vo e-pad fin ar sizhun ! Un darvoud aozet gant Kevredigezh sevenadurel ar Gwir Salver ha Kêr Bear, e Bro Dreger. Un digarez d’en em gavout gant tud eus bed al levrioù pe c’hoazh da gaout dedioù digant skrivagnerien ha skrivagnerezed. Abadennoù ha c’hoarioù tro-dro d’al levrioù a vo ivez, evit ar re yaouankañ hag evit ar familhoù. An traoù a dremeno e kloastr abati ar Gwir Salver e Bear. Ar « gouant » evel ma vez lâret gant an dud eno. Loeiz Grall zo e-mesk ar skrivagnerien c’hallek bet pedet da zont d’ar saloñs. E 2022 e oa aet priz kêr Garaez gantañ evit e romant Le nageur d’Aral. 

 

Ur pennad-kaoz gant Tomaz Laken



Da selaou ouzhpenn er c'heleier-mañ :

- Lazhadegoù e Rafah 

- Siouloc'h an traoù e Kanaky, ar ganakiz o deus droet implij Tik Tok en-dro

- Ar Bezenn Poulain a stourm evit ar gallaoueg en deus embannet bezañ laeret panelloù brezhonek ha roet dezho en-dro en ur barrez vihan a vro Mayenne. 

 

Selaouit ar reportajoù en o fezh AZE.

Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio