àr-eeun

  • 92.6 Pondi
  • 94.8 Gwened
  • 97.3 An Oriant
  • 101.7 Norzh Mor-Bihan

Harz-labour a zo e Radio France ha France Télévision

Harz-labour a zo e Radio France ha France Télévision

Daou devezh harz-labour bras a oa bet graet gant skipailhoù France Television ha Radio France ar sizhun dremenet, diriaou ha digwener. Rak fellout a ra d'ar gouarnamant bodañ an daou strollad mediaoù-se, ar skinwel publik hag ar radio publik, dindan ur framm nemetken, war skouer ar BBC e bro Saoz. Ha kendeuziñ an div embregerez adalek ar 1añ a viz Genver 2026., evit kreñvaat anezho hervezh ar gouarnamant. Met kreñv eo an div embregerezh dija, 15 milion a dud a selaou ouzh radioioù Radio France bemdez da skouer. Un dañjer e vefe evit an demokratelezh hag evit emrenerezh ha dazont ar radio ha skinwel publik gall ha 1400 goprad ha gopradez eus Radio France o doa sinet ur sinadeg. Ne oa bet skignet abadenn ebet diriaou eus studioioù France Bleu Breizh Izel e Kemper ha keleier ebet digwener. Selaouomp Léo Rozé, a zo dileuriad ar gopridi e France Bleu Breizh Izel.

 

 

Léo Rozé, dileuriad ar gopridi e France Bleu Breizh Izel, a oa bet aterset gant Metig Jakez-Vargas.

Reportajoù Keleier ar Vro

Gwelet pajenn an abadenn
passez_annonce

Kinnig un embann ?

Skrivit deomp

Soutenit hor radio !

Reiñ ur blank
soutenir_radio