Ar servijoù publik, ya... met betek peseurt priz ?
Bemdez 'vez komzet deus stad fall an arc'hant 'barzh budjetoù ar goarnamantoù en Europa. Stad an arc'hant er c'hevradoù lec'hel e Bro C'hall n'eo ket gwall vat keneubeut. Evit an departamantoù dreist holl.
Bremaik 'peus klevet marteze ar reportaj war ar c'hirri-boutin e Penn ar Bed hag e Bro Gemper. Nebeutoc'h a mont-dont 'zo ar bloaz-mañ etre Ploneiz ha Kemper hag etre Ploneiz ha Douarnenez. N'eus ket tud a-walc'h o implij ar c'hirri-boutin, 'neus displeget deomp Pêr Berr, maer Ploneiz. Hag ouzhpenn 'neus ar servij publik ur priz ! Kendalc'homp gant Pierre Le Berre.